Atoll Bikini

Atoll Bikini gwelet eus an oabl, gant Enez-Vikini, diskouezet gant ar c'harrez ruz, ma veze lakaet ar bombezennoù nukleel da darzhañ.

Atoll Bikini, Pikinni e marchalleg, zo un atoll didud eus ar Meurvor Habask hag unan eus Inizi Marshall; kement ha "kokozenneg" e talvez an anv.
Ur regennad 36 enezenn en-dro d'ul loc'h zo anezhañ, ha Bikini eo anv an hini vrasañ en o zouez. Eneu, Nam hag Enidrik eo anv an enezennoù pennañ all. Implijet eo bet gant Stadoù-Unanet Amerika evit lakaat da darzhañ ouzhpenn 20 bombezenn, koulz dre hidrogen ha nukleel, etre miz Gouhere 1946 ha 1958. E dibenn ar bloavezhioù 1960 e oa krog darn eus an annezidi gozh da zistreiñ eus Enez Kili, met ret e voe ober dezho mont kuit, ken kreñv e oa ar skinoberiusted.
Abaoe an 3 a viz Eost 2010 emañ atoll Bikini war roll Glad bedel an UNESCO[1].

  1. Unesco

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search